Rouantelezh swebat Galiza
Rouantelezh swebat Galiza | ||||
| ||||
Kêr-benn | Dianav | |||
Yezh(où) | Latin ha Swebeg | |||
Gouarnamant | Monarkiezh | |||
Istor | ||||
- Dizalc'hidigezh digant an Impalaeriezh Roman | 410 | |||
- Aloubet gant ar Vizigoted | 584 |
Rouantelezh swebat Galiza a voe ar stad kentañ da zisrannañ diouzh an Impalaeriezh Roman ha da gognañ pezhioù moneiz e fin Impalaeriezh roman ar C'hornôg. Lec'hiet e oa e Gallaecia hag e norzh Lusitania e voe krouet e 410 ha mont da get a reas e 584 goude un diskar hir. Bihanoc'h e oa eget rouantelezh an Ostrogoted en Italia pe hini ar Vizigoted e Spagn ne voe biken ur galloud bras. Goude ma oa bet aloubet gant ar Vizigoted e voe livet gant Braulio Zaragoza evel "Penn ar c'hornôg en ur vro diskol ma ne glever nemet ar c'horventennoù".
Krouidigezh ar rouantelezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En em staliañ a reas an alouberien c'hermanek war-dro Braga, Porto, Lugo hag Astorga. Da gêrbenn ar rouantelezh ez eas Braga (Bracara Augusta). Ur meuriad germanek arall, ar Voured a drevadennas ar rannvro etre ar stêrioù Cávado hag Homem. Terras de Bouro e c'halver ar vro-se c'hoazh.
Dilezet buan tre e voe o yezh gant ar Swebiz ha nebeut a roudennoù a chom anezhi. Levezonet he-deus ar portugaleg padal.
Ar rouantelezh bagan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar peoc'h a sinas Hermerig gant ar poblañsoù roman lec'hiel ha skouizh gant ar brezel e lezas e dron d'e vab Rechila. Pa aloubas ar Vizigoted al ledenez goude 416 en em astennas rouantelezh ar Swebiz war-du ar reter hag ar c'hreisteiz ha tizhout a reas Merida pe Sevilla. E 448 e varvas Rechila hag e vab, Rechiar hag a oa bet gounezet d'ar feiz katolik a yeas da roue. Faezhet ha lazhet e voe gant ar Vizigoted e 456 ha war zigresk ez eas galloud ar Swebiz goude-se. Ne chomas d'o rouantelezh nemet ar rannvroioù paour ar gwalarn ha disrannet. Disrannet e oa ar rouantelezh d'ar mare-se, war ar seblant.
Gounezet d'ar feiz gatolik
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En doareoù liesek e vez livet gounizidigezh ar Swebiz d'ar feiz gatolik en testennoù kozh. Pennskridoù Sened-Iliz Kentañ Brage - a c'hoarvezas d'ar 1 a viz mae 561 - a veneg e voe galvet gant ur roue Ariamir e anv. Tram ma'z eo sklaer e oa katolik ar sened-iliz, disklaeroc'h ez eo an traoù evit ar roue. An dra sur nemetañ a zo en-doa aotret ar sened-iliz. Hervez Historia Suevorum gant Isidoro Sevilla e oa ar swebiz arian ha gounezet e vefent bet d'ar feiz gant ur roue Theodemar e anv gant skoazell Martin Dumio. Hervez Gregor Teurgn, avat e vefe ur roue arall Chararic e anv, en-defe gounezet e bobl d'ar feiz goude ma oa bet yalc'haet e vab a-drugarez da Sant-Martin.
Fin ar rouantelezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 569 e c'halvas Theodemir Sened-Iliz Kentañ Lugo d'ober war-dro an arianegezh tra m'en doa hini Braga graet war-dro ar briskilianegezh. E 570 e argasas Leovigild, roue ar Vizigoted, ar rouantelezh evit ar wech gentañ. Etre 572 ha 574 e aloubas-eñv traonienn an Douro. Ur feur-skrid peoc'h a voe sinet gant ar roue Miro e 575 met e 583 skoazellas hemañ emsavadeg ar priñs katolik Hermenegild. Pa varvas e voe erlerc'hiet gant Eboric met divarrek e voe hemañ da virout e c'halloud ha kaset kuit e voe gant Andeca. Leovigild a implijas an taol-stad-mañ evel un digarez da aloubiñ ar rouantelezh ha kas kuit Andeca. Goude un emsavadeg diwezhañ bleniet gant Malaric e voe staget rouantelezh ar Swebiz ouzh hini ar Vizigoted.
Roll rouaned ar Swebiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Hermerig, c. 409–438
- Heremigarius, 427–429,
- Rechila, 438–448
- Rechiar, 448–456
- Aioulf, 456–457,
- Maldras, 456–460,
- Framta, 457,
- Richimund, 457–464,
- Frumar, 460–464,
- Remismund, 464–469,
- Fed ebet
- Hermeneric fl. c. 485
- Veremund fl. 535
- Theodemund fl. VIvet kantved
- Chararic, c.550–558/559,
- Ariamir, 558/559–561/566
- Theodemar, 561/566–570
- Miro, 570–583
- Eboric, 583–584,
- Andeca, 584–585,
- Malaric, 585,
Liamm diabarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The Chronicle of Hydatius .
- Medieval Galician anthroponomy
- Minutes of the Councils of Braga and Toledo, in Collectio Hispana Gallica Augustodunensis
- Orosius' Historiarum Adversum Paganos Libri VII